Kunihiko Fujii

 

Koroll
an
haïku

 

 

skol vreizh

 

Lakaet e brezhoneg gant
Alain Kervern ha Fañch Peru

 

 

 

Sevel haïku a zo lufrañ gerioù

En ur sevel haïku gant bugale skolioù ar c'hentañ derez ha kentañ kelc'h an eil serez am eus skrivet am levr-mañ. Epad ar bloavezhioù-se am eus ijinet ul levr-stur evit skrivañ haïku.

Pa vez desket d'ar skolidi sevel haïku e savont anezho atav gant kalz a blijadur, zoken e klasoù ar c'hentañ derez. Met n'eo ket a-walc'h. Komprenet am eus ivez peseurt talvoudegezh en doa al labou-se evit lakaat ar vugale da zizoleiñ ha da vestroniañ o yezh.

Bez ez eo an haïku ar barzhoneg bihanañ a zo er bed. Met daoust dezhañ da vezañ berr n'eo ket dister evit-se.

Ret eo lakaat ar vugale d'en em soñjal, evito da welout penaos dibab ar gerioù, penaos frammañ o frazennoù, displegañ ar pezh o deus c'hoant da lavarout ha rieñ da santout o fromadennoù.

Tri doare poelladennoù a welan evit sevel un haïku hervez ar skiant-prenet am eus eus an dra-se.

- Digeriñ spered ar vugale war brezh pep ger en ur frazenn.

- Boazañ anezho da balvata ar gerioù.

- Lakaat anezho da vezañ kizidikoc'h ouzh talvoudegezh hag impliij ar gerioù.

Aesoc'h eo sevel un haïku eget ma soñjer ha pep hini a ra e vad eus un dra bennak. Evit ar vugale, ar blijadur da zizoleiñ ar bed hag al lavar hag ivez al lorc'h da vestroniañ tamm ha tamm ar yezh. Evit ar mestr al laouenedigezh da lemmañ kizidigezh ar skolidi en ur ober gant hentenn youlek ha plijus war un dro.

Ma kav pep hini el levr-mañ ar blijadur da zizoleiñ hag al levenez da grouiñ ha ma kav ar vistri ennañ ur benveg pedagodel nevez evit digreiñ spered hor bugale, neuze e vin peursevenet.

Kunihiko Fujii

 

   

 

Skeudenn ar golo gant : Michiko Kimishima
Copyright Pep gwir miret strizh gant Kunihiko Fujii, ti-embann SA.E.RA - Tôkyô ha Skol Vreizh - Montroulez 1999

ISBN : 2-911447-33-9

Skol Vreizh : 20, rue de Kerscoff, 29600 Morlaix, Bretagne - France